Mont d’an endalc’had

Pajenn:Riou Troiou-kamm Alanig al louarn II.djvu/55

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ

goude se ouz va mignoned hag ouz va c’herent glac’haret ha kounnaret. Ma lezit va buhez ganin, e hopin bremaik a-bouez-penn : Gloar da Job ! Gloar da Job ! … Bremañ grit evel ma karit : chom beo pe beza lazet a zo ingal d’in. Met, lavarout a ran d’eoc’h eur wech c’hoaz, eun dra gaer eo pardona d’an nesa ».

« Ho klevout a ran, louarn fallakr, met ho komzou ne reont d’in tamm plijadur ebet. Ne bardonin d’eoc’h netra ! A, c’hoarzin a rafec’h ma tegouezfe d’in lezel ac’hanoc’h da redek ! … Bezit dichal, avat. Ne vezo ket gwelet mui Alanig al Louarn o redek e gwaremmou Brasparz ha Sant-Riwal. Al loened dizrouk a c’hello hiviziken mont eeun gant o hent hep aon da gavout eul laer pe eur muntrer kuzet en eur c’horn-tro. Lazet e viot ha diskroc’henet goude. Ho kroc’hen a vezo roget hag a vezo dispar d’am gwreg da lakaat en-dro d’he gouzoug pa vezo deut ar goañv. Diskroc’henet e viot, hag ho kig a vezo roet d’ar brini da zebri. N’em eus ket aon ouz ho kerent. Lern ar bed holl unanet n’int ket evit eur bleiz ».

Alanig al louarn a selaoue ha ne lavare tra. Lezel a rae ar bleiz da gaozeal kement ha ma kare. Job a gomzas c’hoaz e-pad ugent munud gant ar blijadur en doa, hag ivez gant an droug a oa ennañ.

Alanig evelato a oa deut a-benn goustadik, goustadik, hep gouzout dare d’ar bleiz, da denna e droad dehou diouz gwask ar bleiz.

Job a gendalc’he :

« A, louarn koz, n’hoc’h eus ket pell ken da veza louarn ! Ho kroc’hen a ficho gouzoug eur vleizez ! Ac’hac’ha !… »

Job a c’hoarzas an taol-se ar muia a c’hoarzas en e vuhez, met ker e koustas d’ezañ e abadenn blijadur.

− 53 −