Mont d’an endalc’had

Pajenn:Riou Troiou-kamm Alanig al louarn II.djvu/17

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ

leiz, a-barz pell. Baroned ha duged, en em glevomp eta, hep koll amzer, ha gwelomp ar petra a zo d’ober ».

Ar rouanez a voe an hini a gomzas :

« Va roue ha va aotrou », emezi, « arabat kounnari na toui ken alies. Komzou eun den imoret pe gounnaret n’o deus ket kalz a bouez. Eur skouer fall eo komz re uhel dirak ar sujidi. Eur roue a dle atao beza ingal e gomzou hag e vouez. Selaouit ho kwreg. Marteze e kavot en he c’homzou muioc’h a furnez eget en aliou ho kuzulierien ».

Nobl a selaoue. Lom ha Job a oa du o daoulagad ha roufennet o zal. Ar rouanez a lavare :

« Alanig, mar deo kablus, n’eo ket marteze ken kablus ha ma kred d’imp, ha meur a hini eus ar re a zo o tamall anezañ bremañ a brennfe e c’henou dirazañ. Fur eo selaou, a-raok barn, an tamaller hag an hini tamallet, pe douget e vefe alies barnedigeziou faos. Meur a hini marteze a damall da Alanig torfedou graet gantañ e-unan ».

Ar vran a hejas he diouaskell, kement a zroug a oa enni. Arabat oa d’ezi, avat, lavarout ger keit ha ma vije bet ar rouanez o prezeg.

Gwreg ar roue a gendalc’has :

« Evit ho prasa mad hag evit eürusted ho rouantelez em eus komzet bremaik, ha va aliou a oa eus ar re fura. Meur a wech hoc’h eus heuliet aliou Alanig al louarn, ha n’eus ket bet keuz da gaout. Er brezel hag er peoc’h eo bet ho mignon priziusa, ha pa oamp nec’het ha nec’het holl zuged ar palez, e veze galvet Alanig, hag Alanig a zeue dioustu, a roe aliou ken fur ma chomemp souezet holl, a ziskoulme ar wall gudenn, hag a gerze en-dro d’ar gêr hep goulenn

− 15 −