Mont d’an endalc’had

Pajenn:Riou Troiou-kamm Alanig al louarn II.djvu/18

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ

zoken eun diner evit e labour. N’eo ket gwir marteze ? »

Nobl a stouas e benn evit rei da c’houzout e oa gwir.

« Allas ! » eme ar rouanez, « an dud fur o deus bet atao kalz enebourien. Ne blij ket dimp e vefe komzet dirazomp eus furnez unan bennak, rak furnez an nesa a zo evel eur melezour. Ennañ e welomp sklaer ha fraez, ha dre ar munud, hon holl sotoniou. Petra a ra neuze an dud ? Klask terri ar melezour treitour. Setu e lavaront : « O ! hennez n’eo ket ken fin ha ma kred dan dud, pell ac’hano ! » Hag e kred d’ezo o deus an holl skiant vat o deus nac’het d’ar re all. Alanig al louarn en deus kalz enebourien. Aze emañ ar wirionez hag an dalc’h. Desket eo, ha desket-bras, ha kalz eus ar re a zispenn anezañ n’int ket bet morse er skol. Penaos e c’hellfent beza mignoned ? »

Lom a ruzias gant ar vez, rak ne oa ket evit gouzout ar c’hemm a oa etre an « A » hag an « O », ha Dipadapa ar gwiñver ha noter bras ar palez a selle outañ gant eur mousc’hoarz goapaus. Job ivez a stouas e benn pa glevas komz eus deskadurez, rak, ma oa bet kaset gant e vamm d’ar skol e-pad bloaveziou, anat e oa d'an holl n'en doa ket gallet morse mont hiroc’h eget an daolenn genta. Gouzout a rae e veze lennet gant an daoulagad ha skrivet gant an dourn, ha netra ken. Evit d’ezañ beza chomet dek vloaz er skol, ne zeuas morse Job da c’houzout peseurt penn e vez kroget en eul levr ».

Nobl ar roue a welas e oant gwall nec’het hag a droas ar gaoz. Lavarout a reas d’ar rouanez :

« Rei meuleudi d’al louarn a zo uza teod ».

« Ya, ya ! » eme Job ha Lom.

Skilfeg an tigr a savas :

− 16 −