Mont d’an endalc’had

Pajenn:Riou Troiou-kamm Alanig al louarn II.djvu/16

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ

chañs, a ziframmas korf va c’hoar hag a zebras anezañ, a zebras anezañ nemet ar plu hag ar beg. N’eus ket chomet an distera askournig en e zilerc’h. O roue, truez ouz va glac’har bras ! Evit diskouez d’eoc’h ne lavaran ket gevier, gwelit ! »

Ha Duard a zispakas eun dournad plu a-zindan eun askell.

« Setu », emezi, « plu va c’hoar ! A ! roue, en eur zont amañ em eus klevet meur a dra, ha muioc’h am bije klevet ma vijen chomet da selaou. Ma ra droug al louarn, c’houi eo an hini a vez tamallet. Rak, goude an torfedou niverus en deus graet, atao oc’h bet madelezus en e geñver, atao hoc’h eus pardonet d’ezañ. Kalz a lavar : Nobl n’eo ket eur roue an hini eo, pa ne oar ket an tu da lakaat urz en e rouantelez na da zont a-benn eus eul louarn zoken ».

Pa glevas kement-se, Nobl a yeas droug bras ennañ. Lavarout a reas :

« An taol-mañ, m’hen tou, en devo keuz Alanig ar pirc’hirin faos. N’eo ket war hent Roum ez aio bremañ, nemet war hent ar groug. Fiziañs am boa ennañ, re a fiziañs. Kalz re vat oun bet. A ! ar gaouier ! Panevet ar rouanez e vije bet krouget. »

« O, n’eo ket me … » a lavaras ar rouanez.

« Peoc’h d’in ! » eme Nobl, « c’houi an hini a zo kaoz, ha panevedoc’h n’em bije biken kredet ar gevier bras en deus displantet d’in eur seurt louarn gros. Evit ober plijadur d’eoc’h … A! a! keuz bras am eus. Met ouspenn unan a zo savet keuz d’ezañ da veza chomet da selaou aliou ar merc’hed. Ouspenn unan en deus bet keuz, hag ouspenn unan en devo c’hoaz. Me avat, n’em bo ket keuz ken. Ma vez keuz en eul lec’h bennak, e Kastell-al-Laer e vezo e-

− 14 −