Mont d’an endalc’had

Pajenn:Riou Troiou-kamm Alanig al louarn II.djvu/15

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ

nezet ar bariadenn. A ! gwelloc’h e vije bet d’ezi koll kant ha kant mil pariadenn e-lec’h koll he buhez. Klevit ! Aet e oamp, en eur c’hoari, betek penn pella ar park.

« Sell ! » eme va c’hoar d’in, « piou a zo aze gourvezet e kostez ar c’hleuz ! »

« Gwelomp », emeve.

Alanig al louarn eo an hini a oa gourvezet e kostez ar c’hleuz. Gourvezet e oa en e hed, ha ne fiñve ket eur vlevenn war e gein. Digor e oa e c’henou, e deod a oa deuet er-maez, ha gwad a oa ouz e vuzellou.

« Marteze eo maro », a lavaren.

« O ! maro eo sur », eme va c’hoar. « Paour kaez Alanig ! Lazet eo bet moarvat gant unan eus e enebourien goz, ha lazet eeun-hag-eeun p’en doa touet beva eur vuhez reiz ha skouer evel an holl gristenien all ! »

Tostaat a rejomp outañ. Skei a raen war e gof, heja a raen e gorf, hag e ouelen hag e lavaren :

« Alanig, Alanig, ha maro oc’h ? »

Va c’hoar a dostaas ouz genou al loen evit gouzout hag heñ a denne c’hoaz e alan.

Allas ! allas ! allas ! Alan a reas eul lamm, ha gant eun taol dant e trouc’has he fenn d’am c’hoar. Me a nijas kuit gant ar spont. Panevet se n’eo ket eur penn hepken eo a vije aet gantañ. Rak lammat a reas ivez warnoun, hag e ivinou a dremenas dre e-biou d’am askell gleiz. Eur bluenn pe ziou am eus lezet war an dachenn. A ! karet em bije chom etre e grabanou ha beza lazet ivez, rak eun dra re spontus am eus gwelet. Nijet e oan war skourr eur wezenn ha n’em boa ket an nerz da nijal pelloc’h. Ha dindanoun, er park dirazoun, al loen milliget, disvouedet, emi-

− 13 −