benn da sacha va c’hroc’hen a dre e grabanou. Ne zeuas ket war va lerc’h, rak n’eo ket evidoun da redek, ha me, ma oa bet kignet va gar o stourm outañ, ne raen ket ar c’hamm evit kennebeut a dra. Met, ar gwasa tra, unan eus va diouskouarn a zo chomet gantañ, distaget ma ’z eo bet a daoliou dent. Gwelit va fenn, n’eo nemet gwad holl. A ! krena a ran, pa soñjan !… N’ouzon ket penaos oun beo c’hoaz en eur-mañ. Mar doun-me bet avat dieubet gant eun ael mat, soñjit, roue galloudek, soñjit e tremeno c’hoaz hizio ha warc’hoaz, ha bemdez ha bemnoz, meur a gonikl ha meur a goniklez ha meur a loen all e-biou da Gastell-al-Laer, hep gouzout e vezo an amprevan o tiwall en e brenestr, ha prest da zont war lez an hent, da lavarout d’ezo, evel d’in-me : Salud d’eoc’h, va mignon, hag a-nevez ? pe : Penaos emañ ar bed ganeoc’h ? evit lammat warno pa ne vezint ket war evez. Hent Kastell-al-Laer a vezo bremañ hent al laz, ma ne lakait ket urz, ha ma vez lezet Alanig da veva diwar goust hor buhez, ha zizenti atao ouz ho kourc’hemennou, ha da ober goap ouzoc’h, gwasoc’h eget biskoaz ».
A-boan m’en doa ar c’honikl displeget e glemmou ma nijas er sal, dre ar prenestr, Duard ar vran.
« Koaaak ! koaaak ! kelou trist ! kelou trist ! » emezi. « N’oun ket evit komz gant ar spont hag ar glac’har ! Koaak ! krena a ran, ha va c’halon a zo o vont da vankout. Hizio, ar beure-mañ, eun eur ’zo, eun dra spontus, mantrus, a zo degouezet. Me ’oa o c’hoari gant va c’hoar en eur parkad ed nevez hadet, hag edomp o klask gouzout pehini ac’hanomp he dije debret ar muia a c’hreun en nebeuta amzer. Peurleuniet e oa hor c’hof, ha va c’hoar gaez he doa gou-