— Traoù nevez ganin, emezañ.
Mari Buorzh a vousc’hoarzhas.
— Ha gwir eo, Mari, em eus dent gwenn ha blev melen rodellet-kaer ?
— Te oar mat, Izidor, p’em eus lavaret dit.
— Perak hoc’h eus lavaret an dra-se din ?
— Peogwir out ur paotr koant, ur paotr mat, hag e plijez din. Alo ! Kenavo, Izidor. Poent tostaat ouzh lein.
Hag hi kuit.
M’he dije distroet he fenn, he dije gwelet Izidor azezet war letonenn an hent.
Eizh deiz goude e oa deut Lorañs ar Gerdevez, eus Penn-ar-Pont, ur gêrig souchet er gwez, en tu all d’ar stêr, da c’houlenn Mari Buorzh da zimeziñ. Gouel ha chervat a oa er Gili d’ar sadorn da noz. Rost leue a vogede war greiz an daol. An ozhac’h a ziskarge gwin d’an dud, hag ar c’hemener en doa graet bazh-valan a oa kroget da ganañ :
« Pa ganas ar goukoug e koadoù ar Gili… » pa voe klevet unan bennak o skeiñ war werenn ar prenestr.
— Deuit tre ! a lavaras ar vamm.
— Me ’bari eo ar voereb kozh, eme Vari…
Izidor a zeuas en ti. Gwisket en doa e zilhad-sul, chupenn mezher du hag ur roched plaket. Ur bara a zek lur a oa gantañ dindan ur gazel ha, dindan ar gazel all, ur voutailhad gwin-ardant. An evaj hag an debriñ, ar pep retañ en un tiegezh. Gouzout a rae Izidor gizioù ar vro, rak, hep mar, e oa deut da c’houlenn ar bennhêrez da zimeziñ.
O welout ar gerent bodet ouzh taol, Izidor a