Mont d’an endalc’had

Pajenn:Riou - Troiou-kamm Alanig al louarn I.djvu/93

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ


« Dleet eo d’in kaout keuz ha glac’har, rak touellet oun bet gant an Alanig-se, an amprevan-se, evel ma n’oun ket bet touellet morse c’hoaz. Eur vez eo evidoun. Va gwella mignoned am eus taolet er prizon, chadennou am eus staget ouz o daouarn, ouz o zreid, ouz o gouzoug. Lom a zo bet diskroc’henet e gein evit ober eur sac’h ler d’an amprevan da vont d’ober e birc’hirinerez, hag, en e gichen, Job ar bleiz, gourvezet war ar plouz, a hirvoud truezus. N’o deus bet tamm ebet da zebri neizeur d’o c’hoan, hag edon o soñjal dizeria ha laza anezo goustad dre ar sec’hed hag an disvoued. Pa soñjan e oant o-daou baroned em lez ! Ha, ken d’in beza chomet hep selaou va gwreg ! Hi eo an hini a zo kaoz eus ar pez a zo c’hoarvezet. Pedet hag aspedet he doa ac’hanoun da rei d’al louarn brein kement tra a c’houlenne. N’em eus ket bet bolontez start a-walc’h ha n’em eus ket kredet he dislavarout gant eun nann krenn ha kras. A ! bremañ em eus abeg da hirvoudi d’am zro ha da gaout keuz ha glac’har ! »

« Nobl », a lavaras Skilfog, « selaouit ac’hanoun : perak klemm ha kaout keuz ? An droug a zo graet ha n’emañ ket d’ober. Met ma n’emañ ket an droug evit beza disc’hraet, e c’hell marteze beza pardonet hag ankounac’haet dre rei eun digoll da Lomm ha da Job. Roit d’ezo Tourter, rak heñ eo an hini en deus aliet Alanig da laza al Lammig kaez. Lavaret en deus dirak an holl bremaik : Roue, eul lizer a gavot amañ. Ganimp hon-daou eo bet skrivet, ha, zoken, me eo an hini en deus skrivet ar pennad brasa anezañ.

« Gwelet hoc’h eus ivez bremaik peseurt lizer souezus a zo bet kavet er sac’h ! An hini a laz a dle beza lazet, pe n’eus justis ebet war an douar. Roit urz da zichadenna

− 90 −