Pajenn:Riou - Troiou-kamm Alanig al louarn I.djvu/92

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


Neuze, Skilfog an tigr a dostaas ouz ar roue hag a lavaras d’ezañ :

« N’eo ket dereat d’eur roue beza glac’haret evit ken nebeut a dra. Eul Lammig muioc’h pe nebeutoc’h e gwaremmou bro Gerne, an dra-se ne gont ket. N’eo ket dleet d’eur roue kaout keuz d’eul loenig ken dister ».

Ar roue a respontas :