Mont d’an endalc’had

Pajenn:Riou - Troiou-kamm Alanig al louarn I.djvu/94

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ

an daou brizoniad, digorit d’ezo dor ar prizon, ha roit d’ezo Tourter, da grouga, da fuzuilha pe da zebri, hervez o c’hoant pe o naon. Evel-se, Job a Lom a zizoñjo ar wall zismegañs bet graet d’ezo, hag a servijo ac’hanoc’h e-giz a-raok, evel servijerien feal ha leal. Goude e soursiimp ouz Alanig. »

Nobl a selaoue aliou Skilfog gant kalz a blijadur. Lavarout a reas d’ezañ :

« Ar pez a lavarit a blij d’in kenañ, ha n’em eus kavet en ho komzou nemet skiant vat ha furnez dispar. Graet e vezo hervez ho c’hoant. It ’ta da zigeri dor ar prizon, ma teuio Job ha Lom d’am c’havout, ha lavarit d’ar porzier seni kloc’h ar palez, ma vezo bodet dioustu va holl varoned en-dro d’in, ma lavarin d’ezo oun bet touellet gant Alanig, ha ma klevint eo bet a-viskoaz Job ha Lom gwir vignoned d’in, hag e roan d’ezo Tourter evit eun digoll eus an dismegañs o deus gouzañvet ».

Digoret e voe kerkent dor ar prizon. An daou brizoniad a zeuas kamm-digamm, rak skuiz e oant ha naon o doa, da gavout o roue. Ar porzier a vrallas kloc’h bras ar palez. Ar varoned hag an duged a oa chomet hep dont d’al lez er mintinvez-se a zeredas war an taol d’ar sal vras e-lec’h ma oa bodet ar peurvuia eus ar varoned all.

Nobl a bignas war e dron hag a lakaas war e benn e gurunenn aour. Pa voe bodet an holl, ha sioul kement hini, ar roue a lavaras :

« Selaouit, aotrounez, eur c’helou mat. Setu amañ dirazoc’h Job ha Lom en eun doare mantrus. Dismegañs vras o deus gouzañvet abalamour int bet tamallet e gaou. Evit o digoll e tisklerian dirak va lez eo, evelkent, an arz hag ar bleiz va gwella mignoned etre va

− 91 −