Pajenn:Riou - Troiou-kamm Alanig al louarn I.djvu/84

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

Me am bije kelennet anezo. Rak, em skol-me, an dud desket a gav bepred da zeski ! »

Gwreg Alanig a c’houlennas digantañ : « Lavarit d’in, Alanig, penaos oc’h deuet a-benn d’en em denna ken brao-se diouz palez ar roue ».

« O, va gwreg ,», a lavaras Alanig, « euriou hag euriou a vefe ret evit displega d’eoc’h penaos oun deuet a-benn da douella ar roue, da liva ar gevier d’ezañ bern war vern ha da damall, da werza, ha da lakaat kondaoni, d’o zro, va enebourien. Met ne guzan ket ouzoc’h : ar roue ne vezo ket mignon d’in e-pad pell amzer. Pa ouezo ar wirionez ez aio droug ennañ, droug spontus, kounnar ruz. Ha ma tegouez d’in, eur wech bennak goude se, tremen dre e balez, nag arc’hant nag aour n’o devo ar galloud d’am savetei. Ha zoken, hep tremen e-biou d’e balez, e teuio a-benn da lakaat warnoun e grabanou. Soudarded a gaso da Gastell-al-Laer, hag hor maro ne vezo ket pell. Rak Nobl a zo prim, ha pa vez kounnaret-ruz, gwaz a se d’an neb a vez a-enep d’ezañ. N’hon eus nemet eun dra d’ober : tec’hout. Tec’homp, ha tec’homp buan. Deomp d’eur vro sioul e-lec’h n’eus ket bet klevet ano morse eus Alanig al Louarn. Traonienn ar stêr Avon a zo didrouz. E Sant-Kouli, e Lotei pe e Pleiben, e tlefe beza brao beva e peoc’h. Eno n’eus trubuilh ebet, anken ebet, hag an avel a c’houez ken c’houek er gwez pupli, penn-da-benn d’ar stêr vras ! Ni a vevo eno, evel ma vev tud ar vro, ha den ne daolo evez warnomp. Eno e kavimp yer ha kilheien e-leiz. Ar yer eo ar pesked a garan ar gwella. Pesked gwir, darzed pe eun tamm silienn bennak, a vezo kavet er stêr pa zeuio Job pe Lom d’hor gwelout, … ma teuont eur wech. Met tec’homp buan, poent eo.