Pajenn:Riou - Troiou-kamm Alanig al louarn I.djvu/85

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

Nobl en deus lezet ac’hanoun da redek, war-du Roum, a gred d’ezañ, abalamour d’ar c’harradou gevier am eur displantet d’ezañ. Lavaret em eus d’ezañ mont d’ar Yeun Elez, hag, e-kichen ar Youdig, e kavo teñzor burzudus ar roue Emerig. Warc’hoaz ez aio di, rak ar rouanez he deus mall da welout ar gwalennou talvoudus a gav d’ezi a zo kuzet dindan eun nebeut troatadou douar. Hogen, kaer o devo klask ha klask, ha turia, ha cheñch penn d’ar genn, ne gavint nemet gwriziou brug, mein ha pri libous. O ! o ! ha pa welo Nobl eo bet tapet genaouek ! … Lavarout a ran d’eoc’h ne garfen ket beza en e gichen d’ar mare-se, ha gwelloc’h e karfen beza e Leon eget e Kerne. Neuze, evit an eil gwech, ez afe va fenn er groug, hag al las a vefe risklet buan gant va enebourien, gant aon na zeufe Alanig a-benn da riskla e fri er-maez.

« A ! va Alanig paour », a lavaras e wreg, « petra e teuimp da veza en eur barrez pell, e-lec’h n’hon eus na ti na park, nag anaoudegez na mignon, na kar na par ? Arnañ ne vank netra ebet d’imp. En eur c’hastell kaer emaomp o veva, hag uhel ha ledan eo ar mogeriou anezañ. Diskiant e vefe an neb a glaskfe beza re bar d’imp er vro-mañ. Ha pa vefe kelc’hiet hor c’hastell gant soudarded ar roue, petra ’ra se ? Boued a zo er c’heginou evit eur bloaz hag ouspenn, ha mar deo ret tec’hout eun deiz bennak, soñjit ez eus hentou a-walc’h dre zindan an douar da vont tre betek Brasparz, Sant-Riwall ha Komana. Gortozomp, Alanig. Betek-hen, n’eus ketaon da gaout. Gant eun dra oun gwall nec’het, avat. Prometet hoc’h eus mont d’ober eur pirc’hirinerez da Roum, hag ac’hano d’an tu all d’ar mor, ha gwall bec’hed a rafen o virout ouzoc’h mont di. A ! va Alanig, perak oc’h aet da brometi ? »