Pajenn:Riou - Troiou-kamm Alanig al louarn I.djvu/83

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

gwall livet hag a grogas da grena ha da grena kenañ. Trubuilhet e oa, hag e klaskas mont er-maez. Met, prim evel an holl lern, Alanig a reas eul lamm araozañ hag a serras an nor. Spontet, Lammig a hopas :

« Sikour, sikour! Tourter, pelec’h emaoc’h ? Deuit buan, deuit buan ! Maro oun ! »

Ne hopas ket Lammig gwall bell, rak krabanou Alanig a waske d’ezañ toull e c’houzoug, ken na oa mui evit lavarout grik ha na stouas al loenig e benn, aet an daoulagad ennañ war o zu enep.

Setu penaos e tegemere Alanig e amezeien en e di.

« Deuit », eme al louarn d’e wreg, « deuit buan gant ho tent lemm hag ho stomok digor, ma welimp pegen mat eo al Lammig skouarnek-mañ. E gwirionez, evit ar wech kenta, e vo bet mat en eur feson bennak. A-hend-all eo bet e-pad e vuhez eur penn skañv ha diboell. Setu amañ graet gantañ. Bremañ eo dieub da damall ha da werza ac’hanoun kement ha ma karo ».

Gant o dent lemm ha gant o ivinou, Alanig, e wreg hag o zorad bugale a grogas gant al labour plijadurus. Al louarn a veule ar roue hag ar rouanez :

« Bennoz d’ezo ! » emezañ « Biskoaz, paneveto, n’hor. bije bet da zebri eur c’hig ken tener. Bennoz Doue d’ezo ! Debrit, va gwreg, debrit, va bugale, debrit e-leiz ho kof, ha ma plij d’eoc’h ar c’hig gad, ho tad a bako gedon d’eoc’h c’hoaz. A ! me a zesko d’ezo ober goap ouz Alanig ! Me a zesko d’ezo derc’hel, eur wech all, o zeod en o genou. An hini a raio droug da Alanig ha d’e diegez, ker e kousto d’ezañ. A ! ken d’ezo beza deuet d’ar skol ganin !