Pajenn:Riou - Troiou-kamm Alanig al louarn I.djvu/82

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


O klevout Alanig o fougeal anezañ, Lammig a oa lorc’h ennañ, me hen lavar d’eoc’h. Tourter en em gave mat ivez o soñjal er geot blazet-mat aotreet d’ezañ touza anezo kement ha ma karfe.

E Kastell al Laer, gwreg Alanig a oa beuzet en he glac’har. Edo azezet war eur pallenn, o ouela dourek, hag en-dro d’ezi, he bugale a ouele douretoc’h choaz. Kredi a rae d’ezi e oa bet krouget he gwaz e palez ar roue. Pa welas Alanig o tont en ti, e sac’h war e skoaz hag e vaz-veaji en e zourn, e chomas souezet-maro.

« Alanig », emezi, « petra a zo c’hoarvezet ? Lavar d’in ».

Alanig a respontas :

« Va gwreg muia-karet, kondaonet oun bet e lezvarn ar roue, ha barnet d’ar maro. Chadennet oun bet, er skeul oun pignet betek er bazenn diweza, ha va fenn a oa tremenet e skoulm lagadenn al las-kroug. Met Nobl ar roue a zo bet madelezus em c’heñver hag en deus pardonet d’in va fec’hedou. Dieubet en deus ac’hanoun diouz ar maro kriz, ha me am eus prometet d’ezañ ez in da Roum d’ober eur pirc’hirinerez. A-raok e guitaat em eus goulennet justis digantañ evit meur a dorfed tamallet d’in e gaou. Ha d’o zro, va zamallerien dinatur a zo bet taolet er prizon. Job ha Lom a zo bremañ o hirvoudi en deñvalijenn, gourvezet war eur gwele plouz, hag eur picherad dour en o c’hichen da derri o sec’hed ha da zistana o zerzienn. An aotrou Lammig a zo bet roet d’imp gant ar roue, ha d’imp da ober gantan ar pez a garimp, rak Nobl en deus lavaret : Alanig, tamallet ha tamallet e gaou oc’h bet gant Lammig. D’eoc’h da bardoni d’ezañ pe da gastiza anezañ ».

Lammig, pa glevas ar c’homzou-se, a zeuas da veza