Mont d’an endalc’had

Pajenn:Riou - Troiou-kamm Alanig al louarn I.djvu/81

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ

a gompren gwelloc’h eget pep hini pegen hir, pegen isklus, pegen dañjerus eo va beaj. C’houi a oar e c’houzañv eur pirc’hirin naon ha sec’hed, tommder ha yenijenn, a-hed e hent, hag anken, dienez, nec’hamant, poan-galon, poan-spered ha droughirnez o veza pell diouz e vro. A ! Lammig, c’houi eo va gwella mignon. Grit eur pennadig hent ganin c'hoaz. Me a gar kement beza e kompagnunez an dud a feson. Lavarit da Dourter ar maout dont ivez evit ma kavot berr ho hent o tont en-dro ».

Tourter ha Lammig a selaouas an toueller hag a evas e gomzou evel m’o dije evet dour-mel. Hag e-pad ma raent hent, Alanig a zibune d’ezo e vrava marvailhou.

Degouezout a rejont dirak Kastell al Laer.

« E-tal ho kastell omp degouezet ? » a c’houlennas Lammig.

« Kastell al Laer », a respontas Alanig, « a zo war hent Roum ».

Degouezout a rejont e toull dor ar c’hastell.

« Chomit er-maez, aotrou Tourter », eme Alanig, « ha touzit hervez ho naon hag ho c’hoant eus ar geot tener ha blazet ken mat a ziwan el liorz. Lammig a zeuio tre en ti ganin. Gouzout a raio an tu, gant e gomzou ken flour, da frealzi va gwreg ha va bugale, rak pa glevint emaoun o vont d’ober eur pirc’hirinerez hir, allas, allas, nag a zaerou a welimp, nag a glemmou a glevimp, va faour kaez Lammig ! C’houi a soursio, ar gwella ma c’hellot, da sec’ha o daerou, e-pad ma vezin er sal o lakaat urz em paperou. Mar choman dirazo e vefe teneraet va c’halon gant an dristidigez, hag o glac’har a virfe ouzin kemer hent an Itali ».

− 78 −