Nobl a roas urz da aotrounez e lez, priñsed, duged ha baroned, da ambroug ar pirc’hirin e-pad eun abadenn. Mont a rejont da heul Alanig, mezus ha stouet ganto o fenn.
« Roue », eme Alanig en eur vont kuit, « dalc’hit mat er prizon Lom ha Job, hoc’h enebourien vrasa. Dalc’hit chadennou teo en-dro d’o divrec’h, d’o divesker ha d’o gouzoug gant aon na zeufent a-benn d’en em zieubi. A ! soñjit, roue, soñjit mat : keit ha ma vezo an daou amprevan-se er prizon, e c’hellot beva eürus ha dianken. Met, ma tegouez d’ezo en em denna diouz ar prizon, o ! neuze, diwallit, diwallit ! Touet o deus e lazint ac’hanoc’h. »
Alanig a guitaas palez ar roue. An anevaled, evel ma oa bet gourc’hemennet d’ezo, a ambrougas anezañ e-pad eur pennad hent. Ken trist e oa al louarn hag eun dremm ken glac’haret en doa gwisket ma tarzas dour an daerou e daoulagad meur a loen. Lammig ar c’had a ouele hag a zifronke kenañ-kenañ.
« A ! Lammig paour ! » eme Alanig, « bremaik e vezo ret d’imp en em guitaat ha lavarout kenavo an eil d’egile. Pe vare en em welimp adarre ? Piou ’oar ? Ha beo e vezimp c’hoaz d’ar mare-mañ eus ar bloaz a zeu ? Daoust ha ne vezin ket bet lazet gant lakepoded, e meneziou gouez an Itali ? Petra ’fell d’eoc’h ? Pep hini en deus e blanedenn da heulia penn-da-benn war an douar-mañ. Met arabat gouela, paour kaez Lammig, arabat kaout ranngalon gant ken nebeut a dra. Ma plij gant Doue, ni en em welo c’hoaz yac’h ha laouen, e palez ar roue Nobl ».
Lammig a sec’he an daerou a zevere puilh eus e zaoulagad penn-da-benn e fri. Alanig a gendalc’has :
« A ! Lammig, c’houi hoc’h eus truez ouzin, c’houi