deus binniget anezañ evit kastiza ac’hanomp abalamour d'hor pec’hedou ».
Job ha Lom, an eil e-kichen egile, a chome mut o-daou. Trist ha glac’haret e oant, chadennet evel laeron ha muntrerien, ha goapaet gant o brasa enebour.
Alanig, evelato, a oa glac’haret ivez, pa zeue soñj d’ezan eus ar c’haz : karet en dije c’hoari eun dro gamm bennak da Lip-e-Bao, evel d’an daou gompaer all.
Gwiska a reas e votou laeret, ha lavarout a reas da Nobl :
« Va roue, roit d’in ho pennoz, ma kemerin hent an Itali. Gortoz a zo koll amzer, ha ne garan ket dalea ».
Nobla c’halvas e sekretour hag a c’houlennas digantañ :
« Ha prest eo pelloc’h paperou Alanig ? »
« Prest int, roue meur », a lavaras ar sekretour en eur ober eur stouadennig gant e benn ha gant e c’hlin.
« Diskouezit ! » eme ar roue.
Ar sekretour a roas dezañ ar baperenn.
« Gwelomp hag-heñ eo mat evel-se », eme ar roue.
Hag e lennas :
« Aotre a zo roet da Alanig al Louarn da dremen dinec’h dre holl zouarou va rouantelez. Ha pedi a ran, me, Nobl roue Kerne, holl vistri ar broiou all da rei d’ezañ sikour ha skoazell bep gwech ma en em gavo en ezomm, e n’eus forz pelec’h, war zouar pe war vor ».
« Mat-tre », eme Nobl.
Hag e sinas hag e lakaas e siell er c’horn, war boltred Alanig.
« Dal ! Alanig, e c’hellit mont bremañ. »