« Itron gaer, diarc’hen oun : eur re votou a rafe kalz vad d’in evit va beaj. Job en deus eur re votou ler. Ne gav ket d’eoc’h e vefe dereat d’ezañ sikour ac’hanoun ha rei d’in unan anezo ? E wreg a c’hellfe
ivez brao-tre dioueri ar re a zo bet paeet d’ezi evit he derou-mat. Ne gar ket bale, hag atao e vez en ti war he chaosonou. He botou a vezo louedet ha breinet war c’horre an armel, ha n’o devo talvezet da netra ».
Ar rouanez o vousc’hoarzas da Alanig.
« Evidoc’h », emezi, « e tiouerint eur re votou pep hini ».
Hag e voe graet da Job ha d’e wreg diwiska o botou ler nevez, melen ha skedus, ha prenet evit eur c’haer a briz war blasenn Sant Kaourintin. Job hag e wreg a azezas war an douar evit kuzat o zreid diarc’hen, ken mezus ma oant.
Alanig a dremenas e-biou d’ezo.
« A ’ta ! » emezañ, « ho potou a zo bet graet evit va zreid ha va zreid evit ho potou. Eul ler eus ar re wella, eul liou eus ar re gaera. Enkrez hoc’h eus bet moarvat gant an diouer anezo, ha brasoc’h enkrez c’hoaz e santit en ho kalon o welout ar roue o vousc’hoarzin d’in. Kaer hoc’h eus bet poania, ha poania, o klask dont a-benn da goll ac’hanoun, n’eo ket talvezet d’eoc’h. Evel-se emañ ar bed. Keit ha ma vezin oc’h ober va beaj, pe gentoc’h, keit ha ma pado ho potou, ne vezin ket evit mirout da soñjal ennoc’h, en ho karantez, en ho madelez. Da c’hortoz, aotrou hag itron, Doue ho paeo, ha kenavo ! »
Ar vleizez a oa gourvezet war an douar hag a ouele gant ar vez. Ne oa evit lavarout netra. He c’homzou a chome berr e toull he gouzoug.
« A ! » emezi a-benn ar fin, « an Aotrou Doue en