Pajenn:Riou - Troiou-kamm Alanig al louarn I.djvu/69

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

priziusoc’h c’hoaz. O ! roue, an hini kosa eus an holl dud a zo dirazoun n’en deus gwelet morse kemend-all.

(Alanig a daolas eur sell war Lom, Job, Flaer ha Lip-e-Bao, hag e welas gant plijadur e oant aet du gant ar gounnar).

Alanig a gendalc’has :

« N’hor boa na karr na jao evit kas ganimp an teñzor burzudus-se. Dre eurvad evidoun, em boa eur wreg kalonek hag eur bern bugale, bugale vat, bugale greñv. Eur c’houezadenn gaer e oa bet evidomp, me hen lavar d’eoc’h, met n’eus forz.

An deiz war-lerc’h, va zad a yeas da redek dre ar vro gant e bevar c’hompaer, da douella o mignoned ha da sevel ar vro a-enep d’eoc’h. Skriva a reas zoken da roue ar Prus ha da hini ar Spagn, da lavarout d’ezo degas d’ezañ soudarded. Ar soudarded a vije bet paeet mat hag ar roueed gwelloc’h c’hoaz.

Eur miz goude e tegoueze soudarded estren e Breiz, dre Naoned ha Roazon. O roue ! soñjit er pez a vije c’hoarvezet ganeoc’h panevet Alanig al Louarn !

Roue ar Prus a zeuas da gaout va zad.

« Degouezet oun », emezañ, « gant ar soudarded hoc’h eus goulennet. Deuet eo ganin mil bleiz, bleizi naoniek, gouez, kounnaret, an tan en o daoulagad hag eonenn etre o skilfou lemm. Ne c’houlennont nemet kann hag emgann, ha freuz, reuz, drailh ha razailh. Kant houc’h-gouez a zo deuet ivez, ar reuta houc’hed-gouez a gaver er Saks hag e bro ar Roen. Lemmet o deus o skilfou war ar vreolim a-raok dont, hag ugent vloaz servij o deus d’an nebeuta ; ha kizier gouez da grevi daoulagad an enebourien ; ha brini da nijal a-us da dachenn an emgann evit gwelout ar pez a dremen war an tu all. A ! va arme a zo eun arme