Pajenn:Riou - Troiou-kamm Alanig al louarn I.djvu/70

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

gaer, ha ganti e tiskarin ar roue galloudusa. Warc’hoaz, mar karit, ez aimp da Gemper-Kaourintin. Da eiz eur diouz ar mintin e krogo an emgann. Da nav eur e vo echu. Da zek eur e viot sakret roue, ha da unnek eur e vezo lein vras war ar blasenn. Met goulenn a ra va soudarded e vezo paeet d’ezo o labour hag o mizou mont-dont, a-raok ober netra.

« Evel just », a lavaras va zad, laouen-kenañ.

Hag ez eas d’ar c’hoad.

Furchal a reas…

Allas ! allas ! allas ! ha mil allas all ! Teñzor ebet mui. An toull a oa goullo.

« O, o, o ! aiou, aiou ! » emezañ. « Kollet an teñzor, kollet oun, lazet oun ! Aiou ! Klañv oun e kement korn eus va c’horf. An teñzor ! an teñzor ! O va c’halon baour, faouta a ri gant ar glac’har. O va bouzellou ! Emaoun o vont da vervel ! »

Ha va zad a rede dre ar c’hoad. Yudal a rae ken e oa eun druez selaou anezañ. Heñvel e oa e vouez ouz mouez ar pemoc’h pa vez ar gontell vras o c’hoari e toull e c’houzoug.

Roue ar Prus, o klevout kement a c’harmou, a soñjas : dizoloet eo bet an torfed, hag emeur o laza al louarn. Mont a reas er c’hoad gant e soudarded da sikour anezañ. Met ne glevas mui na garm na klemm, ha ne welas ket va zad. Evelato, a-benn eun eur, tremenet o furchal, eun houc’h-gouez a savas e vin d’al laez.

« O,o ! » emezañ, souezet, « ’m eus aon emañ al louarn a-istribilh ouz ar wezenn ».

Allas, allas ! re wir e oa. Va zad en doa en em grouget !

Ar soudarded a yeas d’ar gêr, droug enno.