Mont d’an endalc’had

Pajenn:Riou - Troiou-kamm Alanig al louarn I.djvu/68

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ

Rouantelez Treger a vije roet da Lom ? Gwasat dismegañs evit Tregeriz ! Nann, biken ! Met penaos mirout ouz al loened fall da gas o zorfed da benn ? Ya, klask a raen gouzout penaos. Glac’haret-naet e oan. Met eun deiz, war-dro pemp eur ha kard diouz an abardaez (soñj am eus dalc’het eus an eur, kement a blijadur a reas d’in va c’havadenn), rak kavet em boa… A, a !…

War-dro serr-noz, goude debret koan, va zad a guitae an ti dre guz. Lammat a rae el liorz drei an nor a-dreñv. Ober a rae eur sell a bep tu d’ezañ, ha, ma ne veze den war welout, en em sile e-touez ar gwez avalou hag e rede d’ar choad.

En noz-se ne deas ket d’ar c’hoad e-unan. Me a heulias anezañ, a bell, hep gouzout dare d’ezañ.

E-kreiz ar c’hoad, va zad a chomas a-sav. Sellout a reas adarre en-dro d’ezañ. Kregi a reas da ziskrapat ha da doulla an douar. Me a oa puchet war ar c’hleuz a-us d’ezañ, ha kuzet a-dreñv eur vodenn valan. Va zad a gendalc’he atao gant e labour, pa darzas eun draig skedus en douar, ha ma taolas sklerijenn dindan bannou al loar gann. Va zad a bokas d’an aour, rak eun teñzor e oa. Ha goude, p’en doa graet d’ezañ e weladenn bemdeziek, e kuzas anezañ adarre, goustad, gant douar, ha, gant eun taol lost evel eur skubellenn, e stranas warnañ eur gwiskad deliou sec’h.

Paour kaez tad ! Sinet en doa e varo.

Pa voe aet kuit d’ar gêr, me a ziskennas eus ar c’hleuz, ha buan e kerzis da Gastell al Laer da lavarout d’am gwreg ha d’am bugale dont ganin d’ar c’hoad.

Toulla a ris an douar d’am zro, hag e kavis en toull berniou aour ha berniou arc’hant, ha kalz traou

− 65 −