Mont d’an endalc’had

Pajenn:Riou - Troiou-kamm Alanig al louarn I.djvu/48

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ


« O ! N’hoc’h eus ket gouzañvet kement ha me. Bazadou am eus bet forz pegement, ken na oan ket evit hopal d’eoc’h kennebeut, ha ne zeuin ket, moarvat, da veza yac’h ken. Pa soñjan oun bet stlapet, hanter varo, — hag int a grede d’ezo e oan maro-mat, — en eur foz leun a zour-mergl. Evet em eus, en desped d’in, eus an dour brein-se, ma vo kontammet poull va c’halon betek fin va buhez. Remm am eus abaoe. Ar paz a grign ac’hanoun. Hag, e-kreiz-holl, e kouezan war an douar, evel skoet gant eun taol-heol. Ya, Alanig, an deiz-se a zo bet eun deiz milliget evidomp hon-daou ».

Setu aze ar sotoniou a lavare din Job ar genaoueg.

Desket em boa d’ezañ laerez pesked diwar pesketaerien Douarnenez, pa zeuent gant o c’hirri da varc’had Kemper-Kaourintin. Ma nen deus ket desket mat ar vicher, ha ma oa bet darbet d’ezañ beza flastret d’e dro genta, n’eo ket me a zo da veza tamallet.

Eur wech all e oamp aet da Vrieg. Degouezet eno, Job a lavaras d’in :

« Alanig, me ’m eus naon ».

Job en doa naon atao.

Pelec’h mont da glask eun dra bennak da chaokat ? Gwelet fall e oan e Brieg, war zigarez eur yarig pe ziou laeret en ti-mañ hag en ti-hont. A-benn ar fin e teuas soñj d’in eus ar c’higer a zistagas chas war va lerc’h, eun abardaevez hañv, pa dremenen dre ar gêr.

« Eun taol kaer », emeve, « da c’hoari da Job ha d’ar c’higer war eun dro ».

Ar c’higer en doa eur stal, pellik diouz e di, evit laza al loened. Mont a rejomp di. An deiz-se e oa bet

− 45 −