Mont d’an endalc’had

Pajenn:Riou - Troiou-kamm Alanig al louarn I.djvu/49

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ

lazet eun oanig tener, hag ar c’hig oan a blij kenañ d’ar bleizi. Ar pep diaesa e oa mont er stal. Gwelout a raemp ar c’hig en diabarz, hag ar chouez vat a zeue da hilliga hor fronellou. Met war an nor ha war ar prenestrou e oa barrinier ken teo ha va divesker. Nec’het edomp hon-daou.

« O », eme Job, « ne din ket ac’han hep kaout eun tañva eus an oan ».

Ha setu-heñ ha turia dindan an nor. Krignat a reas eun tamm planken gant e zent hag e ivinou. Ha, goude eur c’hard-eur labour, en doa graet eun toullig, bras a-walc’h evit korf eul louarn, met kalz re vihan evit korf eur bleiz. Pa ne c’helle ket brasaat an toull, Job en em fourras e-barz, hag en eur ober a-walc’h a ziskrab, e teuas a-benn da dremen en tu all.

Ar bleiz a lammas kerkent war an oan, ha da zebri, hardi ! Kredi a raen e vije aet al loenig en e bez en e gof.

« A ’ta ! Job, mat eo ar c’hig, ’m eus aon ? »

« Ya ! » eme ar bleiz.

N’en doa ket amzer da respont ac’hanoun. Biskoaz ne welis em buhez dent ha javedou o labourat gant kement a imor.

A-benn eur pennad :

« Job, naon hoc’h eus c’hoaz ? »

« Sec’hed am eus bremañ », a lavaras Job.

« Mat ! » emeve, « mont a ran d’an ti da gerc’hat d’eoc’h eur bannac’hig lipouserez ».

« Alanig, gortozit ac’hanoun, ma ’z in ganeoc’h ».

« Buan, neuze ».

Job a glaskas dont en-dro, dre an hevelep toull.

« Penaos », emezañ, « an toull a zo bihanaet ? »

« Ya, ya, bihanaet eo. Me a zo o vont da lavarout

− 46 −