e tiskennin dioustu da lavarout d’eoc’h ehana, rak brao-tre e vo deuet ganeoc’h ».
« It ’ta, va niz, ha grit sin d’in, ma roan d’an dud da gredi ez eus eun tangwall en eur gêr tro-war-dro ».
Mont a ris. Ar c’hloc’h a rae goustad : « ding, ding, ding ». Paotred ha merc’hed a zerede d’ar chapel evit gouzout pelec’h e oa kroget an tan, peogwir ne welent mogedenn o sevel eus kostez ebet.
Ehana a reas ar bole da skei war boulienn ar c’hloc’h, pa gouezas an taoliou bizier ken stank hag ar grizilh war boulienn ar paour kaez Job. Klevout a raen anezañ o yudal, hag o hopal a-bouez-penn, ken e oa eun druez klevout anezañ.
Toui a reas en dije krouget ac’hanoun. Met, pa zeuas eun nebeut sizunveziou goude d’am c’havout, a-raok m’en doa saludet ac’hanoun, e lavaris d’ezañ :
« Penaos, Job paour, n’oc’h ket bet lazet ganto ? »
« Ya, grit goap c’hoaz ’ta, da welout. Brrr… »
« Arabat d’eoc’h kounnari, aotrou Job. Me a zo chomet ivez ugent devez war va gwele, bronduet va c’horf, penn-ha-troad. Eeun hag eeun, pa edon o vont da hopal d’eoc’h diwall ha tec’hout, e oa bet distaolet d’in war va fenn eur pez mell taol baz-dotu, ma ris daou pe dri lamm choug-ha-penn en eur ruilha en traoñ eus ar menez. Kavout a rae d’in e oa graet ganin. Hanter semplet e oan ha ne welen ket sklaer mui. Dre eurvad e oan kouezet dirak eun toull louarn, bet d’in gwechall, pa oan paour-raz. En em stleja a ris ennañ evit lezel ar barrad reuz da dremen ».
« Chañs hoc’h eus bet o kavout an toull-se ».
« C’houi ’lavar chañs c’hoaz ? Re am eus gouzañvet abaoe. Gwelloc’h e karfen beza lazet war an taol eget
tañva eur seurt predad all. Ne c’hellan mui bale abaoe gant va fistigou ».