lavarout d’ezañ e karfen mont d’e servija, da vevel, da jardiner, pe da gloc’her.
« Ha gouzout a rit seni ar c’hleier ? » emezoun.
« O, feiz, eme ar bleiz, kredi a ra d’in n’eo ket gwall ziaes deski ar vicher-se. N’eus nemet sacha hardi war ar gorden ».
« A gred d’eoc’h ? Ar vicher a gloc’her a vez desket evel an holl vicheriou all. Bralla n’eo ket sorserez, met bralla anezañ ingal a zo eun afer all. Sell ! Ma hoc’h eus c’hoant da veza degemeret sur, e vefe mat d’eoc’h gouzout an « a » hag an « o » eus ar vicher ».
« Met penaos ? »
« Penaos ? Setu. Tostik amañ ez eus eur chapelig, gant eur c’hloc’hig en he zour. An nor a vez prennet atao, met Alanig al Louarn en deus eun alc’houez hag a zibrenn anezi. Deomp di. C’houi a sacho war ar gorden, ha me, peogwir oun bet oc’h ober ar vicher-se gwechall, me a lavaro d’eoc’h pe fall pe vat e teuio ganeoc’h ».
Ha Job a zeuas ganin d’ar chapel.
Sacha a reas war ar gorden, hag e lakaas ar c’hloc’h e brall bras.
« Dont a ra mat ganin, va niz ? »
« Ya, ya, va eontr, dont a ra ganeoc’h, eus ar brava zoken. Sonet hoc’h eus evit ar goueliou kaer hag evit an euredou. Sonit bremañ evit an tangwall ».
Ha Job da lakaat ar c’hloc’h da dintal.
« Ha dont a ra brao ganin, va niz ? »
« War wellaat emaoc’h bep taol. Ac’han, avat, n’oun ket evit lavarout pe fall pe vat e teu ganeoc’h.
Mont a ran war c’horre an dosenn. Ha ma welan tud o tont a-bell gant sailhou evit laza an tan, neuze