Pajenn:Riou - Troiou-kamm Alanig al louarn I.djvu/45

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

pengos dero, e porz an aotrou Rustevel. Dre va brasa faot eo. Gevier am boa lavaret d’ezañ ha ne oa ket eno a-walc’h a vel d’eur gelienenn da lipat. E-lec’h fest ar mel, en deus paket fest c’houero ar vaz ! Hanter lazet eo bet, hag hervez am eus klevet, emañ c’hoaz e benn en eur stad vantrus, diskroc’henet, koeñvet ; ha gwall c’hlac’haret e oan p’em boa gouezet en doa gallet en em denna.

« Touellet em eus ivez Lip-e-Bao. Kaset em boa anezañ da logota e milin ar Yeun-Elez, hag ar paour kaez loenig a lammas er stign. Perak en deus miaouet kement ivez ? Gant an trouz a rae e tihunas ar miliner. A ! emezañ, Alanig al laer a zo paket. Ha dao ! ha dao ! Taoliou bizier, taoliou botou war gorf ar c’haz reuzeudik ! En em denna a reas gant eul lagad krevet hag eur c’har dorret. Ken buan all, siouaz, e vije chomet war an dachenn, maro-mik !

« Kokoriko en deus ivez meur a abeg da glemm. Bugaligou a zo bet laeret diwarnañ, lazet, dibluet, rostet ha debret gant an torfedour a welit hag a selaouit. Ha n’eo ket eur wech, na diou wech ! … Ne oan ket evit mirout ! O c’hig a oa ken mat !

« Dreist va natur-den e oa.

« Ouspenn eun drôad kasaus am eus c’hoariet d’ar paour Job, ar bleiz. Atao em eus lavaret « eontr » d’ezañ (ha n’eo ket kar d’in zoken) evit ober goap outañ, e kement feson. Betek ac’han da warc’hoaz am eus da lavarout diwar e benn.

« Dek vloaz ’zo bennak, e oa deut d’am c’haout d’am c’hastell.

« C’houi a anavez tud ar vro, emezañ, ha gwelet mat oc’h gant an holl. Ha plijout a rafe d’eoc’h, va niz, komz diwar va fouez da aotrou person ar barrez, ha