« Va mignon, va niz, ret eo d’in anzav d’eoc’h : ar spont en em sil em c’halon dre ma tostaan ouz Kemper-Kaourintin, kemend-all a bec’hedou am eus graet. Gwelout a ran fraez dirak va daoulagad va zorfedou spontus. Va c’houstiañs a ra d’in rebechou. Klevout a ran anezi o hopal :
— Toueller !
— Laer !
— Gaouier !
— Trubard !
— Muntrer !
« Spontet oun ken n’oun ket evit bale mui. Selaouit ac’hanoun ma tisplegin d’eoc’h va buhez tremenet penn-da-benn. Skañvoc’h e vo d’in goude se. Ar pec’hedou eo a bouez ar pounnera war diouskoaz eun den reuzeudik. Na zistroit ket ho penn ha na stankit ket ho tiouskouarn, met selaouit ac’hanoun gant kalz a druez hag a dristidigez ».
« Dibunit ho pec’hedou », eme Flaer, « selaou a ran ac’hanoc’h, daoust d’am displijadur ha d'ar c’hlac’har am eus o welout kalon va breudeur saotret gant kement a loustoni ».
Alanig a grogas e latin.
« Lavarit e brezoneg, mar plij ganeoc’h », a lavaras Flaer d’ezañ. « N’oun ket gwall zesket war al latin, ha ret-mat eo d’in kompren ho komzou evit ma roin d’eoc’h an absolvenn da c’houde ».
« Petra lavarin d’eoc’h da genta ? » eme Alanig. « Evit kemend-all a droiou-kamm em eus d’ober va « mea culpa » ! N’anzavin nemet va zorfedou brasa, rak va fec’hedouigou a zo o niver ken bras hag hini ar stered en oabl.
« Lom, an arz, a zo bet paket e benn e faout eur