« Poent eo d’in mont ac’han, pe emañ graet ganin ».
Fuloret-naet e oa.
Kregi a reas ouz ar gorden gant e zent hag e trailhas anezi. Ar gorden a dorras. Lip-e-Bao a lammas er-maez dre an toull treitour. Poent oa d’ezañ. Eur munud diwezatoc’h, hag e vije bet dic’houzouget gant eun taol falz. Kemerout a reas hent Kemper-Kaourintin hep gouzout dare d’ezañ, rak diaes a-walc’h e oa d’ezañ gwelout e hent gant eul lagad dallet hag unan all hanter grevet.
Pegeit amzer e lakas da vont da lez ar roue, n’em eus ket a soñj ken. Lennet em eus e veaj el levriou, met pell ’zo abaoe. Gouzout a ran avat e lakaas kalz amzer, rak paogamm oa, evel ma c’hellit kredi.
Dre ma kerze avat e save keuz d’ezañ hag e rae e vrasa « mea culpa ». Peseurt dismegañs evitañ !
Pa welas Lip-e-Bao dirazañ en eur stad ken truezus ha stad ar paour kaez Lom, Nobl ar roue a oa bet darbet d’ezañ mont diot gant ar gounnar. Yudal a reas war e dron, ma krene al loened o klevout anezañ.
« A ! » emezañ, « eur vez hag eur pec’hed eo lezel Alanig beo peder eur war-nugent c’hoaz. E gastell a vo diskaret, hag heñ a vo krouget gant e wreg hag e vugale war beg Menez Mikael, evit ma vezo eur skouer vat d’an holl laeron a zo er vro. A ! pelec’h emañ an archerien ha jeneraled va armeou ? Sell ! me, va-unan, me a c’hourc’hemenno war ar soudarded, hag a-barz pell amañ, e vezo gwelet al loen fall o c’hoarzin glas ha tenna hir e deod ».
Hogen, Flaer, ar broc’h, ha niz da Alanig, en doa selaouet piz komzou kounnaret ar roue. Sevel a reas :
« Roue galloudek », emezañ, « en ho palez ez eus kalz aotrounez hag a vag kasoni ouz Alanig, ha ma