Mont d’an endalc’had

Pajenn:Riou - Troiou-kamm Alanig al louarn I.djvu/41

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ

vefe lakaet d’ar maro, o dije moarvat levenez vras en o c’halon. Met me a lavar : an dra-se n’eo ket mat. Pe eo kablus va eontr pe n’eo ket, diaes a-walc’h eo d’imp gouzout. Heñ a zo o veva du-se ha ni a zo o veva amañ. An holl droiou-kamm a vez taolet bremañ war gein Alanig. Nemet eun dra a zo dleet : a-raok laza unan bennak, pe dre an tan, pe dre an dour, pe dre ar groug, dleet eo barn anezañ a-raok. Hag, evit ma vo barnet dirak ho lez-varn, galvit anezañ evit an trede gwech. Ma ne zeu ket en taol-mañ, neuze en devo dellezet ar moug hag ar groug.

Ar roue a respontas :

« Piou a gredo mont da lavarout da Alanig dont d’am lez-varn ? Piou en deus eul lagad re ? Piou n’en deus ket aon da zont en-dro paogamm ? Lavarit ’ta ! »

« Me ! » a lavaras Flaer. « Lezit ac’hanoun da vont da Gastell al Laer, hag ez in di dioustu, kousto pe gousto. Kredi a ran e sento va eontr ouz e niz ».

« It ’ta neuze », a lavaras Nobl, « nemet diwallit ma karit. Morse ne vez diwallet re diouz an dreitourien ».

Ha Flaer en em lakaas en hent war-du Kastell-al-Laer.

Pa zegouezas Flaer er C’hastell, edo Alanig o kemer ar c’hafe gant e wreg hag e vugale.

« Salud d’eoc’h, va eontr ! Hervez ma welan eo yac’h an holl dud en ti ».

« Dre c’hras Doue, va niz ! Hag heta a ran d’eoc’h ivez yec’hed ha prosperite. Met petra ho tegas ? »

« Deut oun, va eontr, da lavarout d’eoc’h dont da lez-varn ar roue da zislavarout an enebourien a damall d’eoc’h kement a dorfedou. Diou wech oc’h bet galvet da zont, ha n’oc’h ket deut. Gwelloc’h e vefe d’eoc’h dont en taol-mañ ganin. Dalea a goustfe ker.

− 38 −