d’ho staon. ’M eus aon avat, ne selaouit ket ac’hanoun. Ho kalon a oa digor, met bremañ ho kenou eo an hini a zo digor-bras. Chomit eta da ober miaou keit ha ma karot. Bremaik e teuio ar mestr da rei d’eoc’h fest ar vaz, evel ma roas an aotrou Rustevel d’ar paour kaez Lom. Alo ! kenavo, genaoueg ! Ma tegouez d’eoc’h en em denna beo ac’halen, e teuio soñj d’eoc’h meur a wech moarvat eus Alanig al Louarn ».
Hag Alanig kuit.
Neuze Lip-e-Bao, e benn el las-kroug, en em lakaas d’ober miaou, evel ma ra an holl gizier.
Ar miliner a glevas anezañ.
« A, a ! » emezañ laouen, en eur ober eul lamm diouz e wele, « paket eo an amprevan er skoulm lagadenn. Gouzout a raen em boa stennet mat va las. Deomp da welout, ma vo graet d’al laer paea ker priz ar c’hilhog.
Enaoui a reas ar goulou. Dihuni a reas e wreg, e vugale, ar vevelien.
« Alo, paotred, kouezet eo al louarn er stign. Deomp d’ober e stal d’ezañ ».
Tud an ti, bras ha bihan, a savas eus o gwele. Ar miliner a bakas eur pouez houarn, ar wreg ar c’hrog-yod, hag ar mevel ar morzol pounner a bike gantañ rod ar vilin. Pep hini a skoas war ar paour kaez Lip-e-Bao gant ar benveg a oa gantañ, hag ar reuta ma c’helle. Unan a dorras d’ezañ eur pao, unan all a grevas d’ezañ eul lagad. Fañchig, mab ar milïner, a oa o tont gant eur forc’h houarn pevarbiziek. Lip-e-Bao a welas bizier hir ar forc’h dir, rak gouzout a reomp e wel ar c’hizier kenkoulz diouz an noz ha diouz an deiz. Soñjal a reas neuze :