Mont d’an endalc’had

Pajenn:Riou - Troiou-kamm Alanig al louarn I.djvu/32

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ

hent Kemper-Kaourintin. Goude pevar devez bale e welas o tarza er pellder touriou uhel an iliz-veur.

« A ! » eme Lom, « echu eo va hent poanius, met n’eo ket echu va foaniou, ha mez ha goaperez am eus c’hoaz da c’houzañv ».

Degouezet e oa er palez. Nobl, ar roue, o welout anezañ en eun doare ken iskis, a lavaras :

« Va Doue, daoust hag an arz feal, va gwella servijer, eo an hini a zo dirazomp ? »

Lom a respontas :

« Ya, roue meur. Lom eo an hini a zo dirazoc’h. Gwelit e peseurt stad truezus eo bet lakaet gant Alanig al Louarn, gwasa judaz a zo er vro ».

Nobl a yeas droug ennañ. Lavarout a reas :

« A, a ! Alanig en deus klasket ! Kavout a raio, ha paeet e vezo an trubard hervez al labour en deus graet, pe ne vezin anvet ken roue al loened e Breiz-Izel ».

Ha setu Nobl a gemenn d’e guzulierien, d’an archerien ha da vistri ar soudarded dont d’e balez. Displega a ra d’ezo trubarderez du Alanig al Louarn.

« Petra a vezo graet ? » eme Nobl. « Pep hini a roio e ali, ha me, ar roue, a sento. Komzit ».

Pep hini a savas hag a gomzas d’e dro. Hervez an holl e oa ret lavarout adarre da Alanig dont d’ar palez evit beza barnet pe kaout ar pardon eus e dorfedou. Lom a oa bet kaset hag en doa graet eun dro wenn… Piou oar ?… Marteze Lom hag Alanig a oa enebourien douet, ha daou enebour eo diaes a-walc’h d’ezo en em glevout. Gouzout a reomp ouspenn n’eo ket an arz eul loen speredek ha dilu. Mat e oa eta kas en taol-mañ ar fina loen eus ar rouantelez.

Lip-e-Bao, ar c’haz fina a oa e Kerfeunteun, ar

− 29 −