skañva eus kizier ar rouantelez, hag an hini gwella marteze er bed holl da baka logod er solierou ha laboused el liorzou, a oa bet karget da gas lizer ar roue da Gastell-al-Laer.
Nobl a c’halvas Lip-e-Bao hag a lavaras d’ezañ :
D’eoc’h eo da vont. Mar deo eur veaj risklus evit meur a hini, evidoc’h n’eo ket. C’houi ’zo desket bras ha teodet kaer. Gouzout a rit an tu da liva ar wirionez hag ar gevier, hervez ma vez ezomm. Lavarit da Alanig dont dioustu d’am palez. Ma teu, gwell a se evitañ. Ma ne zeu ket, gwaz a se ! Gouzout a ran ervat e selaouo hoc’h aliou, hag e teuio d’al lezvarn ».
Ar c’haz a respontas :
« O roue, n’oun ket ken sur-se da zegas anezañ d’ho palez. Penaos en em gemerin, eur wech degouezet e Kastell-al-Laer ? N’ouzon ket moarvat va-unan. Alanig a zo ken fin all ! Lom, an arz, a zo bras ha kreñv, hag en deus graet eun dro wenn, eun dro ruz a vefe gwiroc’h. Penaos eta, me, eur c’haz bihan ha dister, e c’hellin ober ar pez na reas ket paotred ampart ? O roue, kredi a ran e vefe gwelloc’h kas unan all. »
« Nann, nann », eme ar roue, « c’houi an hini a yelo, rak en ho korf bihan e kavan ar vrasa furnez. »
Ar c’haz a lavaras :
« Ho polontez bezet graet ! »
Hag e kemeras hent Menez Sant Mikael.