Mont d’an endalc’had

Pajenn:Riou - Troiou-kamm Alanig al louarn I.djvu/31

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ

vez a gouezas etre paoiou an treitour. Mont a reas dioustu da zebri ar c’horfig tener a-dreñv kleuz eur waremm. Edo da vat o lipat an askell diweza, pa glevas trouz er foz. Selaou a reas. An trouz a dostae. Alanig a oa prest d’ober eul lamm dreist ar c’hleuz, pa anavezas ar paour kaez Lom.

« A, c’houi an hini eo ? Penaos eo tremenet an traou du-hont ? N’oc’h ket evit en em stleja ken ? Ho korfad mel eo a vir ouzoc’h, me ’zo sur. Daoust ha paeet hoc’h eus ar mel laeret digant an aotrou Rustevel ? O, paeron, e peseurt urz oc’h nevez antreet, pa welan war ho penn eur galotenn ruz ? ’M eus aon, ar perukenner, en eur douza d’eoc’h ho pleo en deus trouc’het ivez ho tiouskouarn, hag eun den didruez bennak en deus laeret kroc’hen ho tal hag ho tioujod evit ober ganto manegou. »

Lom a gave blaz fall gant ar goaperez-se. Hogen re sempl e oa ha re e c’houzañve, e kement korn eus e gorf, evit rei d’an treitour ar predad en doa gounezet. Gwelloc’h e kavas trei kein, hep lavarout ger. Diskenn a reas betek ar Yeun, hag eno e kouezas, hanter varo gant an droug, ar boan hag an dizesper, en eur foz leun a zour mergl.

« Gwelloc’h e vije bet d’in beza lazet gant Rustevel », a soñje ar paour kaez. Eur veaj hir am eus c’hoaz d’ober, ha n’oun ket evit chom war va zreid. Pa zegouezin e palez ar roue, an holl a raio goap ouzin. Eul louarn a zo bet re bar d’in ! O ! mil malloz ! Ma teuan c’hoaz da veza pare eur wech bennak, e savo keuz e kalon al loen fall. Toui a ran ».

Pa zeuas ar goulou-deiz da sklerijenna ar Yeun-Elez, Lom a savas hag a gemeras en eur jilgamma,

− 28 −