Gwell a se evitañ, marteze ; evit e familh, avat…
Evit e familh e vije bet eun dizenor ruz… Eun archer n’eo ket eun den : kredit ac’hanoun. En eur veva atao e kompagnunez an dud fall, penaos e c’hellfe e spered chom mat ? Me a lavar d’eoc’h, e galleg fraez : eun archer a zo eun den foutu. Evit d’ezañ da genta da veza eur spered uhel, e teu, bep eun tamm, da veza eur mell genaouek. Hag aes eo kompren : kenta tra a vez graet d’ezo eo spaza o spered.
Spaza d’ezo o spered !…
Ya ! spaza o spered. Ma n’ouzon ket penaos, gouzout a ran avat, e vez graet.
Dre sorserez marteze ?
An archer genaoueka, an hini a zo war ar blasenn… Ar maout a yafe gantañ, ma vefe kenstrivadeg.
Na hopit ket ken herr ; me a zo bet skoet gant eun taol gwad.
Ha me am eus kroget en ho penn.
Ha me en ho treid.
Hag hon daou hon eus douget ac’hanoc’h… betek ti ar medisin !… (Diroll a reont da c’hoarzin.)
Dour fresk, dour fresk war choug e gil !