Mont d’an endalc’had

Pajenn:Riou - Nomenoe oe.djvu/78

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
fañch

Dour fresk war choug va c’hil ha chufere e toull va gouzoug… (Eva a ra eur skudellad. Da vestrez an ti) : Goullo eo va skudell.

job

Panevedoun, e oa kollet e dog boulouzenn, bloukenn hag all. (C’hoarzin a ra).

seza

Va fri o wada ; va genou oc’h eva…

naig

Ha me o rei skoazell da zougen ha da eva…

maivon

Ha me a zo dougerez !

madalen

Ha me a zo pec’herez !

maivon

Eiz miz hanter o tougen… va brilli em c’horkenn. (Tenna a ra ar brilli a zindan he c’horkenn.)

madalen

Ha me am eus graet eur pec’hed bras, er beure-mañ, e foz an hent bras !…

holl

E foz an hent bras, pec’hed ar vamm Eva. Evomp da yec’hed ar paour kaez Eva.

fañch, youen, yann ha job

Evomp e ti ar medisin.

seza ha maivon

Evomp e ti ar medisin.

madalen

Ha me a ev, en iliz, e-tal ar gador-govez.

76 —