Antronoz vintin, kerkent dibikouzet gantañ e zaoulagad, va breur a savas diouz e wele, imoret fall kenañ. Krediñ a rae d’ezañ e oa bet c’hoariet, neizeur, gant e wreg, hag en eur soñjal en amzer da zont, en doa keuz ha kerse d’e vuhez paotr yaouank… ha d’e dog archer moarvat. Va c’hoar-gaer a lavaras d’ezañ n’he doa dastumet, e-keit ma oa bet matez, e ti ar juloded, nemet eun nebeut gwenneien, peadra da brena ar pep reta ; ha setu e tigase d’ezañ, evit e lodig, eur podig ruz hag eur valetennig wenn. En eur zimezi d’eun archer, e vije deut davetañ gant he daouarn goullo ha ne gave ket se eun dra a zoare.
O klevout kement-se, va breur a grafinas e benn, evel ma ne vije ket bet dilaouet e vleo abaoe e bemp bloaz. — « Ma ne vezan ket archer dindan ar gouarnamant, e vezin archer em zi, » emezañ, e kounnar bras. Hag edo o vont da vanna a-dreuz ar prenestr maletenn ha pod ruz, pa grogas e wreg en e vrec’h. — « En ano Doue, emezi, na vrev ket ar werenn pe, henoz, en hor gwele, ni a vezo skournet… Pe, ma he brevez, me a ya war-eeün da glask an archerien. » — « Eun archer, eun archer, em zi, emezañ, fuloret… Sur, ne deuio ket dre doull an nor ; ha, ma fell d’ezañ astenn e benn er prenestr, me hen dic’hougo raktal. » Hag e kemeras ar gontell gamm a zindan an dorz vara. — « Va gwazig, va gwazig karet, a lavaras neuze ar vaouez, gant he floura mouez, te a zo eun den a galon vat. Hogen, gwall brim war eun dro. Sell ouz da zremm er melezour. Dourn prim ha kalon vat, a vez lavaret. Ma vefe lakaet eur sabrenn etre da zaouarn, te a rafe gwalleuriou. » — « Gwir eo, a lavaras hen, rak ma pakfen eul lank bennak o laerez pe oc’h ober droug d’an nesa, me hen toullgoffe hep damant ebet. » Sellout a reas dre ar prenestr evit gouzout pet eur ’ oa pelloc’h ; gant e gontell gamm e trouc’has eun tamm bara penn-da-benn d’an dorz hag e ledas warnañ eur bisadenn amann, rak ne oa ket bras ar pladad, hag e taolas las e valetenn dreist e choug. E wreg he doa aozet d’ezañ eur soubenn rous er podig ruz hag, evit ar wech kenta, va breur a yeas da labourat d’ar vengleuz. Hag abaoe, an tao a zegas bara en ti. Setu, Madalen, istor va breur. Ouspenn kant kwech, moarvat, em eus displeget anezi, betek-hen.
Kaer eo da selaou. Koulskoude ne oan ket o soñjal e vije bet displeget d’in hizio… Pa lavaren d’eoc’h : N’eo ket c’houi, Yann, eo bet darbet d’ho preur mont ivez da archer, ken d’eoc’h beza lavaret d’in : ya, ha netra ken. Respontet em bije : gwell a se evitañ hag evit e familh p’eo gwir en deus nac’het e blas.