Hi ! hi ! dek pazenn a zo awalc’h, ne oa ket eun divunadenn. Eul labous ha ne oar ket an tu da bignat d’e glud !…
(An Aotrou Konwoion, gant e zilhad aour hag e vaz eskob.)
N’emaout ket c’hoaz war c’horre ar siminal, ha marteze emañ tost soudarded Nomenoe ? (Ar gedour a bign er skeul ; konwoion a sell en-dro d’ezañ). Penaos ? Den ebet war ar blasenn ?
Eo, me.
Eur c’hloareg ne gont tra, nemet pa vez er skol.
Unan all bennak en deus lavaret an dra-se d’in bremaik…
Va-unan war ar blasenn !… Koulskoude eo stanket mat an hentou gant ar c’hirri ha diwallet gant archerien. Al loened a zo stag ouz an tiez… Da belec’h eta eo aet ar gouerien ?…
Darn a zo aet da gavout ar medisin, darn da gavout an apotiker, ha darn all da govez.
Souezet oun e teuont da govez e-kreiz ar sizun, ken lezirek ma ’z int da zont da zerc’hent ar goueliou-berz.
Eur vaouez he deus graet eur pec’hed mezus en eur zont d’ar foar !
’M eus aon eo bet kovesaet war ar blasenn, araok mont d’an iliz ?
Ya ! an archer en doa c’hoant da c’houzout.