Ha c’houi, da glevout. Ar pec’hed a zo d’eoc’h.
O ! ne c’hell ket beza, ne c’hell ket beza, Aotrou ’n Eskob… Ar pec’hedou-se a vez atao d’ar merc’hed.
Mat, mat… It d’an iliz, ha goude, da di ar medisin, ha goude da di an apotiker, ha degasit d’in eus ar gouerien, klañv hag all o c’horf pe o ene.
Mont a ran da seni an añjelus.
Da unan emaout ?
Va mab hena a zo o tont war lerc’h, gant alc’houeziou an iliz.
Ha prennet eta eo doriou an iliz ?
Sparlet int gant barinier houarn ha prennet ouspenn gant an alc’houeziou abaoe an oferenn vintin. Kemennet hoc’h eus d’in, Aotrou ’n Eskob, prenna doriou an iliz, da gement devez foar, abaoe m’eo bet laeret an arc’hant eus kef sant Yann Vadezour.
Mat a rez senti ouz va gourc’hemennou evel ouz gourc’hemennou an iliz. Hogen, mar deo prennet an noriou, n’eus den ebet en iliz ?
O ! den ebet, Aotrou ’n Eskob.