Me a roy d’it diskan, bremaik. (outañ e-unan) Mont a ran ac’han da ziwall ar c’hirri ; aesoc’h e vo d’in. (Mont a ra kuit. Eur gedour o tont gant eul luned hir : ken hir hag e gorf. Sellout a ra ouz eur skeulig, sko ouz lost an doenn.)
Ha petra a welin-me diwar lein ar skeul vihan-se ? Eur c’halvez ne oar ket, e fesoun, ez eo ret d’eur gedour pignat uhel, uhel, el laez, evit gwelout pell, pell. Aes eo gouzout n’eo ket bet er skol.
Ne c’hellfe konta nemet war e vizied niver ar bazinier en e skeul.
Dek pazenn. Dek ha dek a ra ugent. Ugent a oa ret.
Gwir, gant ugent pazenn e vez unan eun hanter uheloc’h eget gant dek. Ha gwelout a reer eta eun hanter pelloc’h ?
Kavout a rae d’in e oac’h bet er skol ; ’m eus aon avat, n’oc’h ket bet hiroc’h eget an daolenn genta. An dek pazenn genta a zo, ouspenn dek, pell diouz an ugent. Selaouit : gant dek pazenn ne welin tra, p’eo gwir, diwar c’horre ar skeul, ne dizin ket c’hoaz lost an doenn ; ha gant dek pazenn ouspenn e welin, dreist an doenn betek penn an dremmwel… Ne oa ket eun divunadenn.
(gwennoll a dro e gein, feuket. Ar c’halvez a dremen, eur plankenn gantañ war e skoaz.) He ! kalvez ! Klev ! Petra ’ welin diwar c’horre ar skeulig-mañ ?
Lost an doenn, evel just. Eus lost an doenn e pigni gant da grabanou war c’horre an ti ha goude war c’horre ar siminal. Hag ac’hano e weli an dremmwel. Ne oa ket eun divunadenn. (Ar c’halvez en em denn).