Mont d’an endalc’had

Pajenn:Riou - Nomenoe oe.djvu/58

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ

anduilhennou hag eo tec’het dre noz ha dre laer, war gein ar gazeg c’hell.

naig

E kompagnunez dispar emañ Salver ar Vro.

maivon

Koll Izidor ne vo ket eur c’holl bras. Nemet pa zeu soñj d’ezañ eus e gazeg c’hell hag eus e anduilhennou, an tad a ya sot-ran.

gwennoll

Ma ne deu ket Izidor en-dro, e vo garanet e ano er peulvaen ha meulet da viken e gwerziou ar varzed.

madalen

Kaerat tra d’an den maro !

seza da vaivon

Ho pesked…

maivon da vadalen

Ho viou…

maivon ha madalen, da seza

…a vo fritet gant hoc’h amann… war billig ar Vamm-Vro… evit leunia goude-se kof al lakepoded.

maivon, da wennoll

Daoust hag ar brilli, an amann, ar viou, an ebeul, an dañvadez hag ar wiz a vo meulet ivez e gwerziou ar warzed, inosant ac’hanoc’h ?

gwennoll a hej e ziouskoaz

Ha drailh ha frailh ; ha freuz ha reuz ; ha kant mil Gall vil, trec’het, o tec’hi… (Eürus) Tan ar c’han, ha taran an diskan.

56 —