Mont d’an endalc’had

Pajenn:Riou - Nomenoe oe.djvu/57

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
youen, yann ha fañch

O tri mil c’hast !…

gwennoll

Koulskoude e vefe eun enor evidoc’h kinnig ho loened da veza aberzet war aoter ar Vamm-Vro.

youen

’M eus aon, kloareg, gant ho teskadurez, ez eo kollet ganeoc’h an diweza peadra eus ho skiant vat. Brao eo d’eoc’h prezeg ha kentelia pa n’hoc’h eus ket zoken eun diner da goll.

maivon

Ha marteze n’eo ket d’ezañ zoken ar roched a zo war e gein.

gwennoll

Eur roched all a zo war va c’hein ha n’en deus perc’henn nemedoun.

maivon

Ho kroc’hen ? Aberzit anezi ’ta, war aoter ar Vamm-Vro.

gwennoll

Graet em bije a galon vat, nemet n’em boa digarez ebet da vont d’an emgann, rak Nomenoe n’en doa ket ezomm eus soudarded war droad. Ouspenn eur Breton, avat, en deus roet, en deveziou-mañ, e groc’hen ha kroc’hen e varc’h.

maivon

Ya ! Izidor an anduilhenn a zo aet d’an emgann gant kazeg e dad.

gwennoll

Heñ ha meur a hini all.

maivon

Klevet em eus en eur zont d’ar marc’had gant va brilli, en deus kuitaet Izidor ti e dad hag e vamm goude distribilha eun dousen

— 55