Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
youen
Ha me, va ebeul ken flour e vlevenn.
fañch
Ha me va gwiz ken lart.
naig
Ha me va dañvadez gant he gloan hir a oa da veza touzet en deveziou-mañ.
madalen
Ha me melladou viou dozvet gant yer bet gant ar c’hilhog.
maivon
Ha me va brilli pesketaet gant an higenn e-tal Damgan.
seza
Ha me va amann druz, ribotet d’ar beure.
job
Ha me emañ va buoc’h o hala er c’hraou, hag a-benn bremañ marteze he deus kollet he leue. Ha n’oun ket evit mont d’ar gêr, war he zro.
holl
Ni a goll holl ouspenn eun devez labour.
youen
Eun tamm brao a laer eo Nomenoe. Ya ! eun tamm brao a laer, setu petra eo da Nomenoe.
gwennoll
Ha ma vefe goulennet diganeoc’h rei daou ebeul, diou vuoc’h ha daou bemoc’h e-lec’h unan ?…
54 —