Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
madalen
Ha petra ’ rin-me gant va viou ? Pask a zo tremenet.
fañch
Va gwiz, er mintin-mañ, he deus bet korfad brenn. Eun tamm brao a goll evidoun.
ar paour
Truez, va breudeur, ouz ar paour
N’en deus nag arc’hant nag aour,
N’en deus na kar
Na par,
Na diner nag aoz
Evit tremen an noz.
youen
Dal ! daou wenneg evit ma touchin va arc’hant.
ar paour
Doue ho paeo.
youen
Doue am paeo ? Doue am paeo ? Da Jakez ar c’higer eo d’am paea. Ar paour-mañ a ra goap ouz an dud. (Ar paour a zo aet diwar weled).
holl, taer
Foar ’ vo !
mestr an archerien
Peoc’h a vo ?
madalen
Ma kred d’eoc’h e tougin en-dro, d’ar gêr, ar viou dozvet gant nao yar, en eiz deiz ? Me ’ zo kustum da vont war droad, o !
mestr an archerien
Degasit ar viou-se, amañ.
44 —