Mont d’an endalc’had

Pajenn:Riou - Nomenoe oe.djvu/45

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
madalen

Brao emaoun ganti !

mestr an archerien

Peoc’h ! (Strakal a ra e skourjez.)

an tabouliner

…na marc’had viou, na marc’had amann, na marc’had pesked… (Klask a ra eur skritell all en e sac’h.)

yann

Ma n’eo ket evit staga ar c’hezeg hag ar saout, evit petra neuze emañ hennez o sanka peuliou en douar ?

ar c’halvez

Eur volz-enor emaoun o sevel.

yann

Eur volz-enor ? En enor da biou ?

ar c’halvez

Aes eo gouzout ne vo ket savet evit ar saout nag evit ar moc’h… (Pemoc’h fañch a ya dre zindan) Si ’ta ! si 'ta ! pemoc’h fall ! (C’hoarzadeg. Da Fañch) Sko war e vin ma kilo al loen… nemet en enor d’an Nomenoe.

holl

Nomenoe ? Nomenoe ? Piou an Nomenoe ? (Merc’hed yaouank gant boutegadou bleuniou ha briadou brulu a dreuz al leur ; kana a reont.)

youen

Koll amzer.

yann

Koll arc’hant.

— 43