Mont d’an endalc’had

Pajenn:Riou - Nomenoe oe.djvu/47

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
madalen

Eun diner ar vi.

mestr an archerien

Goude e vo gwelet.

madalen

Ola ! Ola ! roit d’in va viou en-dro.

an tabouliner, kavet gantañ e skritell

…Hag an holl dud a zeuio d’ar foar, gwazed ha merc’hed, yaouank ha koz, a ranko chom war blasenn Redon da rei degemer da Nomenoe, evel ma tere, gant youc’hadennou ha strakadeg daouarn.

(Ne wel ket gwall sklaer, eeuna a ra e lunedou. An dud a glask en em denna.)

fañch, d’e bemoc’h

Si ’ta ! D’ar c’hraou !

naig, d’he dañvad

Deomp d’ar gêr, mennig.

yann, d’e vuoc’h

C’houst !

youen, d’e ebeul

Hei !

madalen

Roit d’in va viou en-dro.

(jakez ar c’higer, o tont : roched plaket, chupenn mezer du ha gouriz glas.)

youen

He ! Jakez, degas d’in va arc’hant ha kemer krog e kabestr an ebeul. D’it eo al loen, korden hag all.

— 46