Pajenn:Riou - Nomenoe oe.djvu/25

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
Jobig

Perak ?

Holl

Añ ! hennez a vez atao gant e beragou.

Gwennoll

Peoc’h en traoñ pe me ho perago bremaik… Ne vo na kentel na dever en enor da Nomenoe…

Daou pe dri

Gloar da Nomenoe !

Holl

Oe !

Gwennoll

Ha peoc’h a vo pe ne vo ket ? An hini a vo re hir e deod e savo keuz d’ezañ dizale. Ne vo na kentel na dever hizio. Hogen, p’eo gwir, hervez gourc’hemennou Hor Mamm Santel an Iliz, e tle spered eur c’hristen beza atao war evez ha morse dizoursi, gant aon da veza touellet pa soñjo an nebeuta, c’houi a savo bremañ, pep hini ouz e du, hag hervez e awen, eur werz kaer meurbet en enor da Nomenoe. An hini vrava a vo dibabet gant hon tad Konwoion evit beza lennet war ar blasenn pa zegouezo e kêr ar vrezelourien veur. Ha stagit dioustu gant al labour.

Lomig

E brezoneg pe e latin e vo savet ?

Gwennoll

E brezoneg, evel just ; e brezoneg, penn da benn. (Outañ e-unan.) Eürusamant va gwerz-me a vo an hini vrava (Lenn a ra en eul levr koz en deus kavet e tiretenn e daol-skriva).

An aour yeotenn a zo falc’het ;
Brumenni raktal en deus graet.
Argad !

A ! ar varzed koz a ouie an doare. Marvel eo ar ouenn anezo, siouaz ! Nag eo kaer !… An aour yeotenn a zo falc’het… Falc’het gant falc’h an Ankou. (Prederia a ra eur pennadig). Emichañs ne

— 23