Mont d’an endalc’had

Pajenn:Riou - Nomenoe oe.djvu/24

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
gwennoll

Dres ! Boued pasket a zo flour da zibri. Nemet evit da lakaat a-benn eur wech all da zigeri frankoc’h da ziskouarn hir, te a lavaro hizio epad ar bourmenadenn : me eo ar genaoueka hini a zo maget er skol. Ha taol evez gant aon e chomo prennet da c’henou, eur vunutenn.

lomig

Me a vez tizet dalc’hmat, e lec’h ar re all.

perig, da lomig

Ha c’houi a vez atao o klemmuskat hag o c’hrignousat.

lomig

Grignous ? grignous ? Ha c’houi, daoust ha gouzout a rit piou eo an Nomenoe ?

perig

Ya, emichañs. Va breur bras lzidor a ao aet gantañ da vrezelekaat.

lomig

O ! neuze eo Nomenoe eun den a netra.

perig

Abalamour n’eman ket ho preur o c’hoari gantañ.

lomig

Fougaser ac’hanoc’h ! A-boan ma anavezit zokenn en « a » ouz an « o ». Arabat d’eoc’h kredi e tifaziin ho teveriou a-benn ar wech all.

perig

C’holala ! hag e kav d’eoc’h en em gavan nec’het evit se ?

gwennoll

Peoc’h a vo e penn traoñ d’ar c’hlas ?… Ha bremañ, selaouit ha klevit ouspenn. Hizio ne vo na kentel na dever…

holl

Bravo !

22 —