Eur sal-studi. Gwennoll. Ar vugaligou.
Lavaromp da genta eur bater hag eun ave evit renta gloar da Zoue ha kinnigomp d’ezañ meuleudi kalonek evit an enor bras en deus graet d’hor bro. Dre e volontez, Breiz a zo bet digabestret ; Breiz a zo diberc’henn. N’hon eus mui war an douar nemet eur mestr : an Aotrou Doue hepken. Klevout a rit, bugaligou ?
Klevout a ran ha kompren ne ran ket.
Bugale dientent ! Breiz a zo digabestret, da lavarout eo bet trec’het armeou ar C’hallaoued gant soudarded Nomenoe, ha ne gomprenit ket ? Spontus eo kement-se.
Ha piou eo Nomenoe ?
Ha piou eo Nomenoe ? Setu eur goulenn difeson ! Aes eo gouzout, diot ac’hanout ha diot ac’hanoc’h. Nomenoe a zo eur Breizad taer. Ar chas ne dagont ket ar chas ha, pa vez drailh, e tegouez dalc’hmat etre Breizad ha Gall. Emgann a zo bet war gompezenn Ballon ha Nomenoe, e penn ar Vretoned, a zo deût a-benn da danfoeltra ar C’hallaoued e rouantelez an Anaon.
A ! bremañ e komprenan. Bec’h a zo bet etre maout ar Go ha maout ar Gall ; ha maout ar Gall en deus paket lamm.