Mont d’an endalc’had

Pajenn:Riou - Nomenoe oe.djvu/26

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ

gounnaro ket ouzin nag ar barz nag an Awen ha ne gouezin ket er pec’hed marvel ?… Rak eur pec’hed bras eo al laeronsi… Kazi-sur zoken, ne gouezin e pec’hed ebet. Ar werz-mañ n’eo ket sinet ; rak-se n’eus perc’henn ebet d’ezi. Hag ouspenn n’emañ ket an ton war ar son ; setu n’eo nemet labour divrazet. Me a lakaio an ton da zegouezout gant ar werz hag evelse, an hanter a vo d’ar barz koz hag an hanter all a vo d’in…

lomig da berig

Ha gwir eo aet ho preur d’ar brezel gant an Nomenoe ?

perig

Pa lavaran d’eoc’h.

lomig

Ha c’houi a anavez an Nomenoe ?

perig

Evel va breur ha va zad.

lomig

Evel penaos eo an den ?

perig

Ha c’houi a zifazio va deveriou ?

lomig

E-giz araok.

perig

Nomenoe a zo eun den kaer, eun den bras ; ne gousk na noz na deiz ha biskoaz ne vez skuiz ; e vleo a zo melen, e gleze a zo anezañ bec’h eun den, e nerz a zo trec’h d’eur jao.

lomig

N’eo ket neuze eun den evel ar re all ?

perig

Nann, n’eo ket eun den evel ar re all.

24 —