Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
ganimp… O ! Brao e oa gwelout ac’hanomp, war varc’h, eun anduilhenn en eun dourn hag eur vouc’hal en eun dourn all…
mestr an ti
Mat e oant, n’eo ket gwir ?
nomenoe
N’eo ket mat : dreist e oant ; ha m’hen tou ruz, talvezet o deus d’ar vro. Panevet da anduilhennou ne vije ket bet c’hoaz echu ar brezel.
mestr an ti
Gwerc’hez Vari ! Va anduilhennou o deus gounezet ar brezel ha savetaet ar vro ? Biskoaz kement all.
nomenoe
Ya ! O deus savetaet Breiz. Paneveto e vijemp bet semplet, mil bell ’ oa, gant an disvoued, ha foutu ar vro.
mestr an ti, d’ezañ e-unan
Hag hen maro e vije bet foutu ar vro ?… Ne gomprenan ket gwall vat.
nomenoe
Evit e anduilhenn eo bet anvet Izidor kabiten.
— 125